BOA logo

Ar Greunland : na danat nag amerikan

Soñjoù dishual / Pensée indocile - Gant Radio Kreiz Breizh

15 mn 47 sec 27 Du 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

E miz Genver 2026 e oa bet un enkadenn etrebroadel diwar-benn ar Greunland abalamour da Zonald Trump a c’hourdrouze aloubiñ an enezenn. Ar pennoù bras politikel hag ar gazetennerien o deus neuze rebechet d’ar Stadoù-Unanet o « zagusted nevez-trevadennel » a-enep da Europa, hag o deus meulet ar C’hreunlandiz, a oa « o tifenn o riegezh », sañset. Met e gwirionez n’eo ket europat ar Greunland : un drevadenn zanat eo ; ha n’eo ket souveren kennebeut : ar C’hreunlandiz ne zifennont ket o riegezh, goulenn a reont anezhi !

Er gronikenn-mañ e komzimp eus ar feulsterioù trevadennel a zo bet gouzañvet gant an Inuited : lakaet linkelloù dre ret da viliadoù a verc’hed, lakaet an dud da gomz daneg dre ret, serret kêriadennoù dre ret ivez. Ma lâr hiziv ar C’hreunlandiz e kavont gwelloc’h an Danmark eget ar Stadoù-Unanet, eo dre daktik nemetken : pa zle erruout gwall, gwell eo born eget dall !

Ur gronikenn gant ar sokiologour Ronan 'r C'hoadig

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA