Trugarekaat a reomp a-greiz kalon hor skoazelloù arc’hant hag hor c’hevelerien evit o lodenn er raktres-se.
Trugarekaat a reomp rannvro Breizh, e dilennidi ha dilennadezed ha renerezh ar servijoù, evit o fiziañs en hor raktres hag o skoazell arc'hant da lañsañ ha da harpañ mont en-dro ar radio kevredigezhel rannvroel teiryezhek-mañ en DAB+ e Breizh melestradurel.
Trugarekaat a reomp Unvaniezh Europa hag ar programm "L'Europe s'engage en Bretagne", dre ar stignad React-EU (Skoazell Unvaniezh Europa goude enkadenn yec'hedel ar C'hovid 19) d'e he skoazell arc'hant war ar prenañ dafar niverel hag ar mont en-dro. Harpet he deus sevel ha loc'hañ Radio BOA "Radio kevredigezhel rannvroel e Breizh".
Trugarekaat a reomp Unvaniezh Europa hag ar programm "L'Europe s'engage en Bretagne", dre ar stignad React-EU (Skoazell Unvaniezh Europa goude enkadenn yec'hedel ar C'hovid 19) d'e he skoazell arc'hant war ar prenañ dafar niverel hag ar mont en-dro. Harpet he deus sevel ha loc'hañ Radio BOA "Radio kevredigezhel rannvroel e Breizh".
Kêr Kemperle he deus digaset skoazell-arc'hant da staliañ hor studioioù e Kemperle. Trugarekaat a reomp he dilennidi ha dilennadezed.
Trugarekaat a reomp an RRGIM (an DRDFE e galleg), da lâret eo Rennerezh Rannvroel Gwirioù hag Ingalded ar Maouezed e Breizh, ar prefeti ha servijoù ar Stad e Rannvro Breizh, evit o skoazell argant : savet eo bet ur raktres embann war-dro an ingalded etre ar maouezed hag ar gwazed.
Skoazellet oamp bet gant Ofis Gall ar Bioliesseurted, ganto e oa bet roet argant ha sikour war an embann. Savet e oa bet ur c’houlzad anvet « Biodiversité On Air », 50 abadenn un hanter-euriad pep hini war an obererezhioù da souten ar vevliesseurted e Breizh. Ur c’henlabour asambles gant radiooù lec’hel ha kevredigezhel Breizh.
Trugarekaat a reomp Cress Breizh evit he harp talvoudus er programmoù a denn ouzh an treuskemm sokial : « Plus d’excuses » a zo ur c’houlzad a gomz deus an ingalded maouezed – gwazed, hag an diarbenn enep ar feulsterioù seksist ha seksel e bed al labour. Bout ‘zo ivez SOFA, un abadenn sizhuniek a ro plas d’ar Cress war neventioù ar rouedad.
« Breizh digor war ar bed ». Trugarez da Radio France International hor aotrea da skigniñ he c’heleier bedel 9e, 11e ha 7e noz.
Trugarez da Gengevread Rannvroel ar CIDFFoù e Breizh, evit he harp war an embann en abadenn « Plus d’excuses » gouestlet d’an ingalded etre ar maouezed hag ar gwazed, hag an diarbenn enep ar feulsterioù seksist ha seksel e Breizh.
Trugarekaat a reomp ar gefridi STOURM. Kaset eo get ar Festival Astropolis, Kenstroll ar Festivalioù (le Collectif des Festivals), HF Breizh, kenstroll Orange Bleue ha Supermab o harpiñ embann an abadenn « Plus d’excuses », gouestlet d’an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred, hag an diarbenn enep ar feulsterioù seksist ha seksel e bed ar sonerezhioù a-vremañ e Breizh.
Trugarez vras da Splann ! Media enklask kentañ hag emren e Breizh, evit kenbroduiñ asamblez ganeomp « Neventioù Splann », ur rubrikenn da reiñ da glevout an doéré er bed agro-industriel hag endroel war hor gwagennoù.
Liv an Amzer kaset get ar meteologour Stéven Tual a ro da glevout bemdeiz ar meteo àr 5 departamant Breizh istorel. Kinnig a ra ivez displegadennoù war cheñchamant an hin. Skignañ a ra Stéven e geleier war e rouedadoù, ha bremañ war Radio BOA hag ar radiooù all er rouedad a zo intereset. Moien ‘zo selaou Liv an amzer/Temps Breton dre bodkast.
Prizius eo hor c’henlabour gant aozadur aktourien ar sonerezh a-vremañ e Breizh. Anat eo e kemerfe perzh ar gevredigezh en hor c’homite sonerezh, ha kenbroduiñ a reomp asamblez an abadenn « BAM ! », gouestlet da neventioù ha temoù talvoudus ar sekteur. https://www.radio-boa.bzh/fr/boa/11415
OPYM – Open Your Mind (digorit ho spered) a zo un aktour ha klaskour dibar e produksionoù sonerezh an takad « grand ouest » (ledanoc’h evit breizh neuze). Bep miz e reomp un dibab 3 don a feson gantañ.
Gant Breizh Vev e vez degaset danvez talvoudus war bevliesseurted ar vro, en ur rubrikenn skignet en abadenn SOFA, e brezhoneg. Trugarez vras d’an arbennigerien.ezed a zeu da reiñ da glevout un tamm a briziusted ar vro, war gwagennoù BOA.
Gant al label sonerezh breizhek & kelteg e vez displeget endro ar produiñ sonerezh en ur rubrikenn e brezhoneg, en abadenn SOFA. SACEM ha gwirioù ameze, ar c’hrouiñ sonerezh e brezhoneg pe lakaat da skignañ ar sonerezh war ar savennoù mainstream hag all setu kement a demoù a displeger war hor gwagennoù.
Valorisation de la danse, du costume et du patrimoine de Haute et de Basse Bretagne, entre concours qui mobilisent des milliers de danseurs et danseuses et les spectacles de création grandioses, la Confédération raconte à l’antenne comment se conjugue aujourd’hui engagement des bénévoles, attrait pour le spectacle vivant et préservation du patrimoine. RDV dans la rubrique de Kenleur en langue bretonne avec l’émission SOFA.