Gant Radio Kreiz Breizh
"Soñjoù dishual" a sav a-enep d'ar pezh a vez kontet deomp gant ar pennoù bras. Lakaat a ra ar biz war meizadoù a c'hellfe seblantout bezañ anat a-walc'h - met n'int ket : an demokratelezh, ar vroadelouriezh, ar Stad, ar gapitalouriezh, ar ouennelouriezh, ar feulster... A-hed an amzer e sav an abadenn goulennoù. Petra eo an demokratelezh ha penaos e c'hellfemp adijinañ anezhi ? Perak e lak ar vroadelouriezh an dud d'en em gannañ ? Penaos e stourm ar minorelezhioù broadel, er bed a-bezh ? Peseurt darempredoù luziet a vez etre ar vroadelouriezh hag an demokratelezh ? Daoust hag e tigor an ekologouriezh, ar venelouriezh hag ar gumunelouriezh liberter hentoù talvoudus etrezek un demoratelezh wirion ?
Da selaou bep eil Sadorn da 5e goude kreisteiz war Radio Treger Goueloù (106.5 kostez Gwengamp ha 107.5 kostez Pempoull) ha bep eil Gwener en abadenn Peoc'h ba'l loch (da 11e hag adarre da 7e noz war RKB)







