Radio Kreiz Breizh zo ur radio teiryezhek (brezhoneg, galleg, saozneg). E 1983 e oa bet savet, da heul avañtur ar journal komzet « Kazetenn ar vro Plin ». Emañ ti RKB e kreiz-kêr Rostren’ ha Gwengamp. Milieroù a eurioù zo bet enrollet ha skignet e brezhoneg hag e galleg abaoe krouidigezh ar radio e Sant-Nigouden. Honnezh zo ur skeudenn deus tud ar vro. Reiñ a ra da glevet 35 bloaz zo soñjoù disheñvel ha brezhonegoù lies. Hudu e talc’h ar radio da vont war-raok, soutenet gant kalzik parrezioù deus Kreiz Breizh ha Treger, ha gant ur vandennad tud a-volontez vat !