

Radio BOA (Bretagne On Air, Breizh On Air, Bertegn On Air), ur raktres dibar eo e Bro-Frañs, ganet e miz Gouere 2023. Ni eo ar radio kevredigezhel kentañ da reiñ ar gaoz da geodeded ur rannvro a-bezh, Breizh !
Douget gant 15 radio lec'hel kevredigezhel breizhek, ar media-mañ a laka da glevet bemdez ar pezh a ra bevañ ha treveziñ hon tiriad en e liesseurted hag en e identelezh, o krouiñ evel-se ur santimant stagañ kreñv ouzh hon antenn.

A-dreñv ar raktres-mañ ez eus kantadoù a dud a-youl vat ha tud a-vicher ar radio. Bemdez e treuzkas ar re basiounus-se, pe vefent deraouidi pe ampart dija e teknikoù ar radio, o mouezh, o emgavioù, o gouiziegezhioù, o sentimañchoù, o c'hwantegezhioù, o emziantadoù.
Reiñ an tu da gaozeal war ar radio d'ar gevredad sivil e pep korn eus Breizh, dra-se eo talvoud hor raktres hag e zibarder.
Canal B (Roazhon-35) ; C-Lab (Roazhon-35) ; Fréquence 8 (Moñforzh-35) ; Plum'FM (Serent-56 ha Redon-35) ; Radio Activ' (Langaeg-22) ; Radio Balises (Lannarstêr-56) ; Radio Bro Gwened (Pondi ha Gwened-56) ; Radio Transistoc'h (Ar Faou ha Kemper-29) ; Radio Kerne (Ploneiz-29) ; Radio Naoned (Sant-Ervlan-44) ; Radio Kreiz Breizh (Rostren-22) hag e stagadenn Radio Trégor-Goëlo (Gwengamp-22) ; Radio Laser (Gwizien-35) ; Radio Parole de vie (Sant-Maloù-35) ; Radio U (Brest ha Kemper-29) ; Timbre FM (Algam-56).
Radio BOA, ur bariadenn gounezet eo eus ur radio keodedel teiryezhek ha gouestlet war wagennoù Breizh a-bezh. Un dro-vale radio ha denel splann eo a gemer he nerzh eus hini tud a-youl vat ha gopridi ar 15 radio o deus roet buhez dezhi, eus an eztaoladur keodedel pemdez deuet eus pep korn eus Breizh hag eus emglev padus he c'hevelerien skridel.
Ar benveg rannvroel-mañ zo ur benveg splann evit sikour da zerc'hel demokratelezh sokial war hon tiriad. Krouiñ a reomp liammoù hag ur mur-surentez omp a-enep furmadiñ ar mediaioù hag ar mennozh unvan.
Perswadañ a raimp holl selaouerien ha selaouerezed Breizh da selaou ac'hanomp, d'en em unaniñ ganimp ha d'hon skoazellañ evit lakaat Breizh da vevañ war ar gwagennoù, ha pell 'zo !
Bevet ar Radio, bevet hor radioioù ha bevet Radio BOA !
Sikourit ac'hanomp da lakaat da vevañ ar radio keodedel e Breizh ! Pep donezon a gont evit derc'hel hon dizalc'hder ha diorren hor programmoù.



