An abadenn nevez gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, Bac'het en ti, abadenn ar c'henfinañ.
Serret eo studioioù Radio Kerne ha Radio Naoned met dalc'het hon eus da eskemm etrezomp dre Skype ha Discord, eskemmet hon 'neus kantadoù a jifoù hag omp en em aozet evit gellet adober un abadenn pemdeziek, pep hini deus e du gant an dafar a c'hellemp staliañ er gêr. Kalite ar son ne vo ket ken uhel anat deoc'h met a-drugarez d'an teknologiezhioù hiniennel a zo a galite uheloc'h uhelañ e c'hellimp kinnig deoc'h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù a-bep seurt en hantereurvezh abadenn-mañ.