Hervez ar vojenn e vefe seizh mil seizh kant seizh sant ha seizh-ugent e Breizh, da lavaret eo 7 847. Darn anezho zo bet canoniset gant an iliz katolik evel st Erwan da skouer met darn vrasañ anezho zo bet anvet da sant gant ar bobl.
Dizoloit buhez ar sent e Breizh eus ar re vrudetañ d'ar re undergroundañ.
Penaos meskañ istor, mojennoù ha fent? selaouit ouzh Santig an Deiz gant Erwan Hupel da gentañ ha gant Lou Millour da heul.