Bez zo eus ul lennegezh e Brezhoneg. Dizoloit an testennoù pe grit anaoudegezh
en dro ganto war gwagennoù Radio Kerne. Romantoù pe danevelloù a bezh lennet deomp gant Bzgerien ampart. Peadra da yann selaouer da gaout e blijadur. Plijadur ar gerioù, pinvidigezh ar yezh ha birvilh ijin skrivagnerien ar vro. a dammoù vo kinniget deoc'h ar levrioù-se, bemdez eus al lun d'ar gwener e pad an abadennoù mintin pe goude merenn da 4e-5 ha da 7e-15 abardaez. n'eo ket an tammoù berr a vo podkastet amañ met lodennoù hirroc'h eus an testennoù, deoc'h c'hwi da gellet prenañ al levrioù ha selaou an testennoù war un dro. flouret an diskouarn hag an daoulagad gant selaou selloù. Emaomp o kenlabourat evit ar gronikenn-mañ gant ar stalioù levrioù Penn da Benn e Kemperle hag Ar Vro e Gwaien. Moaien vo deoc'h prenañ eno al levrioù 'po bet klevet war ar radio.
Ha mard oc'h dedennet da zont da lenn dirak hor mikroioù...Digemer mat! Memestra mod, ma sonjit en un destenn a vefe bet losket a gostez ganeomp hag ho pefe c'hoant klevet, kasit ur gemennadenn deomp.