Eamon O'Ciosain : ul liamm etre Breizh hag Iwerzhon 1/2
Peseurt liamm kevredigezhel ha denel dreist-hol...
3398 mn -
Ar gokenn, ur sort loa vras, ur skudell vihan da dapout greun, had, brenn pe laezh, un anv fentus ivez pa gomzer deus sonioù, deus tammoù buhez kontet, deus prederiadenn tud ur vro, tud ur remziad resis, tud tomm o kalon d’ar brezhoneg hag o dez plijadur o ezteurel o zraoù er yezh-mañ. Se vo pal an abadenn-mañ neuze, ‘mann ‘bet resis-tre nemet ar c’hoant da gontañ istorioù tremenet pe o tremen amañ hag ahont ha sevel sonioù brav, ‘vel ma ‘hafemp e kalon brezhonegerien ha brezhonegerezed Kreiz Breizh ha Bro Dreger ha Oeloù.