Kokenn ar Son - By Radio Kreiz Breizh
56 min 41 sec 04 November 2026
Bloaz zo dija n’oa kanet Andrea Louedec ar werz Feunteun ar Wazh Haleg dirakomp me ha ma c’hoar Morgane. Distroet e oamp o kontañ ganti ar sizhun paseet.
Eus Plourac’h eo Andrea hag e Kallag emañ o chom. Ganti oamp chomet o klakenniñ asambles ha setu penaos n’oa kontet un tamm eus he buhez dimp.
N’eo ket ar wech-kentañ e vez skignet mouezh Andrea Louedec war gwagennoù RKB. E 2013 e oa aet Marie-Laure Groix da atersiñ anezhi war ar vuhez gwech all gozh. Adlakaet hon eus tammoù eus pezh n’oa kontet dezhi e-barzh an abadenn-mañ.



