BOA logo

KBA.LADE KANET : Hir 'ar vandenn ba' straedoù Rostrenn !

Kokenn ar Son - By Radio Kreiz Breizh

47 min 46 sec 21 October 2026

In this episode
we discuss :

social innovations in Bretagne
Ecological transition and biodiversity
Languages of Bretagne
cultural programs

Ur valeadenn kanet e oa bet oazet gant skipailh ar C’hreiz Breizh Akademi e straedoù Rostrenn. Se ‘oa d’an 2 a viz Gouere

E-barzh ar skipailh kanfarted kontant da lañsañ kanaouennoù pe tonioù an deiz-se ? Bez e oa tud eus skipailh 11 ar C’haBA, eus ar Parcours Musique Modale ha reoù all c’hoazh deuet da hiraat ar vandenn.

Heñchet mat ‘oamp bet gant Emmanuelle Bouthillier, renerez ar C’haBA 11, ha berr ‘oa bet an amzer o kanañ, o soniñ hag o kontañ e gallaoueg, brezhoneg hag e yezhoù all c’hoazh.

Hiziv, e roomp deoc’h da glevet un nebeud eus pezh ‘oa bet enrollet ganimp e-korf an abadenn-se.

Tro ‘po da glevout ivez tammoù dielloù lec’h vez Erik Marchand, Youenn Lange, Krismenn - hag Emmanuelle Bouthillier evel-just - o komz eus ar C’haBA hag o kontañ penaos e vez treuzkaset ar sonerezh poblek eviti da chom bev.

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2026 Radio BOA