Bep daou viz e vez aozet gant radio Kerne Naoned e studio Roazhon un atalier kronikennoù.
Un digarez brav evit brezhonegerien ha brezhonegerezed bro Roazhon d'ober gant ar stumm-radio-mañ ha da gaozeal e brezhoneg.
Selaouedennoù, diazezoù ar skritur radio, ar vouezh, skritur ar gronikenn hag an enrolladenn vo kinniget an devezh-se
Ha marteze vit lod anezho gant ar c'hoant mont pelloc'h ganti: sevel un abadenn pe c'hoazh un heuliadenn podcast da skouer