BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Adreiñ talvoudegezh d'ar vicher sekretour.ez ti-kêr

Pennad-kaoz ar sizhun - Gant Radio Kreiz Breizh

16 Here

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Ar sklêrijenn a vo lakaet ganeomp herie war ur vicher ha n'eo ket gwall anavezet... Ar vicher sekretour pe sekretourez-mêri !

 

Poan o devez ar parrouzioù da gavout tud da zont d'ober ar vicher-se, ispisial ar parrouzioù bihan war ar maez. En Aodoù-an-Arvor e vankfe ur c'hant bennaket a dud da zont da glokaat an ezhommoù. Ha ken diaes all an traoù e peurrest ar vro hervez kont. E Kledenn-Poc'hêr da skouer, e Penn-ar-Bed, he deus ur sekretourez ti-kêr ranket distreiñ eus he retred peogwir ne oa bet kavet den ebet da ramplas anezhi !

 

Ur c'hinnig lezenn da adreiñ talvoudegezh d'ar vicher sekretour pe sekretourez-mêri oa bet votet gant ar senedourien ha kaset d'ar Vodadenn Vroadel e miz Even ar bloaz-mañ. Mont a ra an traoù war-raok hervez kont rakkar e miz Gwengolo e oa bet anvet an depute Marie-Agnès Poussier-Winsback da zanevellerez ar raktres lezenn-se...

 

Setu neuze hudu un tañva eus ur vicher interesant hag e servij an dud. Ur vicher gant mil micher e-barzh hag a vez graet gant merc'hed alies. Hiroc'h gant tud eus kanton Kallag. Gant Silvi Gwezennek, sekretourez-mêri e Plougonver, e kreisteiz Bro-Dreger, ha Yannig Larvor, maer Plourac'h. Ar c'haozioù-mañ oa bet enrollet gant Tomaz Laken e fin miz Eost ha penn kentañ miz Gwengolo...

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA