BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

"Les chansons du cousinage", kanaouennoù boutin etre Normandi ha Norzh Amerika

Pennad-kaoz ar sizhun - Gant Radio Kreiz Breizh

07 Goue.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Niverus eo bet an Normanted o tivroañ d'an « Nouvelle-France » er seitekvet hag en driwec'hvet kantved. Ar re-se ne zeue ket kalz tra gante war ar vag a zegase anezhe en tu all d'ar mor bras. Met dont a rae memestra ar pezh a oa e-barzh o fenn, evel ar c'hanaouennoù lakomp !

 

E fin ar bloaz tremenet e oa deuet er-maez « Les chansons du cousinage ». Ul levr kaer gant div bladenn leun a ganaouennoù bet enrollet er Frañs hag e Norzh Amerika. Un oberenn a gont deomp istor ur glad kanet a zo bev-bev hudu-an-deiz c'hoazh en daou du d'ar mor bras ! A-hed un dri-ugent son bennaket ha kement-all a bennadoù e vefet kaset d'ar C'hebek, d'an Akadi, da Louiziana ! Met ivez da gornôg Kanada : Manitoba, Saskatchewan, Alberta... Da veur a lec'h er Stadoù-Unanet ha betek en Antilhez...

 

Hiroc'h gant an istorourez Eva Gwilhorel a zo e-mesk an dud o deus savet al levr. Hennezh zo bet embannet gant ar gevredigezh La Loure a zo un tamm « Dastum » mod Normandi.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA