BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Annie Gwilhoù diwar-benn ar metanizañ

Pennad-kaoz ar sizhun - Gant Radio Kreiz Breizh

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Evit ar sizhun e vo komzet deus industriezh ar produiñ gaz-teil pe metan. Mont a ra war-grec'h an niver a vetanizerien a vloaz da vloaz, ispisial e Breizh. Ouzhpenn 200 metanizer ac'h a en-dro e Rannvro Breizh, ar pezh a ra dezhi bezañ ar c'hentañ rannvro ba'r Frañs evit pezh a sell an niver a vetanizerien dre kilometr karrez a zouar-labour. Ar pezh n'eo ket souezhus pa ouier pegement a loened a vez produet er vro bep bloaz. Betek digwener e sellimp a-dost deus afer ar pezh metanizer a c'hallfe bezañ savet e Ploufragan, e-tal Sant-Brieg. War dachenn labourerezh ar Châtelets emañ an embregerezh Engie Bioz gant ar soñj sevel ur metanizer a c'hallfe lonkañ 100 tonenn a zanvez bemdez. Bet eo graet an enklask-publik e-kerzh an hañv hag e miz Eost en doa ar c'homiser-enklasker lâret « ya » d'ar raktres... Bet oa Tomaz Laken o konto gant Annie Gwilhoù, kenbrezidantez ar gevredigezh Halte aux marées vertes...

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA