BOA logo

Keleier eus Menez Are, Montroulez ha Tremargat

Kokenn ar Son - Gant Radio Kreiz Breizh

59 mn 55 sec 18 Gwengolo 2026

Er rann-mañ
e komzer :

3 den ha 3 sujed hiziv :

- Jean-Noël Balllot, eil prezidant Breizh Vev Penn-ar-Bed a gont dimp eus an 9 c’humun eus Menez Are zo bet diglaset eus ar c’humunioù gwarezet eus an nitratoù war diviz ar Stad. Ur vanifestadeg a vo a-benn disul beure e Roc’h-Tredudon evit enebiñ an diviz-mañ.

- Melina, honnez zo animatourez skiantel e Spas ar Skiantoù er « Manu » e Montroulez. Ar « Manu », ar manufacture pe ar vichererezh butun gozh. Displeg a raio dimp petra vo d’ober evit devezhioù ar Glad, e galleg, hag e brezhoneg.

- Marilia Petite a ginnig dimp he film nevez savet À la source, filmet etre Tremargat ha reter pellañ Bro Rusia. Skignet 'vo war Fr3 a-benn nebeud.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA