BOA logo

Istor Nevezamzer ar C'hastell-Nevez 1/2. Gant Michel Toutous ha Jean-Claude Talec

Kokenn ar Son - Gant Radio Kreiz Breizh

49 mn 20 sec 03 Ebrel 2026

Er rann-mañ
e komzer :

Kaoz 'vo eus Nevezamzer ar C’hastell-Nevez ! N’eo ket pell ar festival-se da gaout hanter-kant vloaz dija. Lañset ‘oa bet ar fest-noz/fest-deiz er bloavezh 1977 ba’r C’hastell-Nevez gant daou soner anavezet mat dija d’ar c’houlz-se, Yann Meur ha Michel Toutous. Ar fest-mañ zo chomet bev betek-hen, o tegemer reoù-yaouank barzh e skipailh bepred. Bet omp war roudoù Nevezamzer ar C’hastell-Nevez evit goût penaos ‘n eus bevet ar festival het-a-hed ar bloavezhioù, penaos ‘n eus graet evit rentañ fas da diaezamantoù zo bet ba bed ar festoù-noz hag ar muzik hengounel ba Breizh.

Evit en ober omp bet o welet Michel Toutous, talabarder, soner binioù, ‘noa krouet ar festival hag oa chomet ba’r skipailh betek ar bloavezhioù 1980. Bet omp o kaozeal gant Jean-Claude Talec ivez hag-a zo ba’r skipailh Nevezamzer ar C’hastell-Nevez abaoe pell zo betek ar bloaz-mañ.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA