BOA logo

A-drek kerreg Tevrieg

Barzhaz - Gant Radio Kreiz Breizh

13 mn 1 sec 08 Kerzu 2025

Er rann-mañ
e komzer :

Gant e vignon Eflamm eo bet pedet Edern da dremen vakañsoù war Enez Tevrieg, asambles gant Gurvan, Koupaia hag Aodren. Rust eo al lojeiz, rak er c’hastell n’eus na dour na tredan, met birvilh zo en dud yaouank o tizoleiñ an enez hag o staliañ o zeltennoù. Traoù iskis a c’hoarvez, avat, pa zifluk war an enez an aotrou Kluth, un den kintus ha displijus deuet, hervez kont, da studiañ istor ur chapel gozh… Mall zo war ar c’hwec’h mignon, sikouret gant an daou gi Gralon ha Freki, diskoachañ abeg gwirion e zonedigezh, ha teurel sklêrijenn war kevrin kerreg Tevrieg!

War-lerc’h o avanturioù en hentoù danzouar (Dindan pavezioù Gwengamp), setu Edern hag e vignoned o ren un enklask all war un enezenn.

Ur romant gant Herve Seubil gKernaudour embannet gant An Alarc'h Embannadurioù ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA