BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Gwenn-kann, du-bran, ruz-tan

Barzhaz - Gant Radio Kreiz Breizh

26 Gen.

Er rann-mañ
e komzer :

Tout blanc, tout noir, tout rouge…, a vez lavaret e galleg.
E brezhoneg  e c’houzer ober gant  gwenn-kann, pe un hanter zousenn a droiennoù damheñvel, hag ouzhpenn du-bran e c’haller distagañ un dek lavar ken brav all, hag e-lec’h  ruz-tan e reer ivez gant  ur pemzek doare ken plijus an eil hag egile .
En dastumadig-mañ bepred e kaver ur 600 skouer bennak tapet eus oberennoù a bep seurt, deuet a zindan  un toullad pluennoù brudet (re Luzel, Milin, Perrot, Priel, Yeun ar Gov, Gros ... ), lavaroù bet klevet gante digant brezhonegerien o amzer, hag implijet  goude en o skridoù evit hor brasañ plijadur.
Lakomp eta an troiennoù-se da vevañ, greomp gante ha skignomp  anezhe d’ar seizh avel, ma vefont klevet  goude e genaouioù hon bugale, dezhe da sevel re all, ma karont,  diouzh o ezhomm. En eil lodenn  al levrig e kinniger  un toullad troiennoù diazezet war an adlavaroù.
En trede lodenn e kaver troiennoù-keñveriañ, gant evel, disheñvel diouzh ar re c’hallek alies.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA