BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Mall achap ! ha danevelloù all

Barzhaz - Gant Radio Kreiz Breizh

01 Kzu.

Er rann-mañ
e komzer :

An dek danevell a ya d’ober an dastumad-mañ a zo bet urzhiet diouzh red an amzer eus ar VIvet kantved betek hor c’hantved-ni. Drezo e c’hellot beajiñ en istor Bro-Leon ha Brest. Savet int evel teulfilmoù hag a ro tro da zaremprediñ sant Houarnev alias sant Herve pe Salaun ar Foll er Grennamzer, koulz hag harozed an emsav micherour e Brest-ar-gêr-ruz e deroù an XXvet kantved. Un danevell a ra anv eus prantad kentañ an Adsavadur e Brest, pa oa rivinet kêr ha p’edo an dud o chom e barakennoù.
Meneg a zo ivez eus troioù espar c’hoarvezet en hor mare, gant darvoudoù dreistordinal hag a zifluk er vuhez pemdeziek, un doare dezrevell pleustret c’hoazh gant an aozer en e zastumad kentañ, "Koroll an dasorc’h".

Ul levr skrivet gant Fulup Lannuzel hag embannet gant Al liamm.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA