BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Micha Riou (1993 - ?) & Gwastell ar rouaned

Barzhaz - Gant Radio Kreiz Breizh

05 Here

Er rann-mañ
e komzer :

Div zanevell a ya d’ober al levrig-mañ. Skrivet int bet evit ar re nesañ da gentañ-penn. Kinniget int deoc’h-c’hwi, lennerien, bremañ.
Er gontadenn gentañ ez eer da-heul Micha Riou. Emañ-hi o stourm ouzh ur c’hleñved kriz, ha bihan eo he yec’hed. An enkrez, ar frealz, ar spi, sed aze ar soñjennoù a zo o virviñ e penn ar vaouez yaouank p’emañ-hi o skeiñ etrezek bali Dajot, dreist da borzh-goñvers Brest : etrezek ti Tual Appere emañ o vont.
An eil istor zo bet skrivet deiz-ha-deiz evit Gwenael, breur ar skrivagner, pa oa-eñ o stourm ouzh ar c’hleñved. Ur marvailh burzhudus eo da glask teurel frealz ha spi. Lonket eo bet favenn gwastell ar Rouaned gant Arzhur Paugam. Ur santimant estonus a zouster a zo kroget ennañ. Penaos e troio an traoù bremañ ? Ha chom a raio Arzhur mestr war e blanedenn ?

(Lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg)

 

Div zanevell gant Riwal Huon, embannet gant Al Liamm, kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA