Míp, war ar blanedenn Veurzh, a drid he c’halon pa resev ur prof deiz-ha-bloaz dic’hortoz a-berzh ar skiantourien war an Douar. Blipig eo anvet he frof — ur robot nij bihan, moutik, skedus ha speredek — ur mignon evit Míp a zo bet ouzhpenn bloaz hec’h-unan war ar blanedenn Veurzh. Perak, neuze, eo ken digalonekaet Míp pa zegouezh ur mignon nevez ?
Ul levr troet e brezhoneg diwar an iwerzhoneg gant Padrig an Habask hag embannet gant Al Lanv. Kinniget aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.