« An notennoù a gavor el levr-mañ a zo bet savet gant un den anvet Herry Goulard (...) Pa varvas, e verc’h a deuas da’m gwelet. Kavet he doa, e-touesk paperioù he zad, un teul, ennañ notennoù bet savet e brezhoneg. War golo an doug-dielloù e oa dastumet an notennoù ennañ, en doa skrivet Herry un titl e lizherennoù tev : Renabl peuzhollek an netraigoù. »
Ur torkad pennadoù gant Herve Gouedard, embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.