Sadorn vintin ! Nag a blijadur en do Lanig o c'hellout chom gourvezet war ar sofa o sellout ouzh tresadennoù bev en tele. Mammig, avat, n'eo ket a-du tamm ebet ! Goude ober penn fall un tamm eo aet Lanig gant e vamm hag e c'hoar d'ober un droiad en amzer vras. Hag a-benn ar fin n'eo ket bet ken displijus-se hag eo echuet mat !
Ul levr gant Sadhbh Devlin ha tresadennoù gant Brian Fitzgerald. Troet diwar an iwerzhoneg gant Padrig an Habask hag embannet gant Al Lanv. Kinniget aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.