Jarl Priel (1885-1965) a oa anv-pluenn Charles Tremel, Tregeriad eus Priel, e-kichen Landreger. E eñvorennoù bet embannet un toullad bloavezhioù zo, Va zammig buhez (1954 & 1975), Va buhez e Rusia (1955) hag Amañ hag ahont (1957) a zo strollet evit ar wech kentañ en ul levr, embannet gant An Alarc'h ha kinniget aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.