"Lakaat an natur en o liorzh, setu ar pezh a glask kalzik a dud ober. Awenet eo bet al liorzh a-viskoazh gant an endro hag hirio an deiz, c’hoazh, ma’z int stag an eil ouzh egile, e vo kempoell an disoc’h, un temz kreñv dezhañ. Tennañ splet eus un dachenn ha sevel un aergelc’h a-zoare a sent ouzh pennaennoù termenet gant arz al liorzhoù." Ul levr ouzhpenn gant Jo Tangi, embannet gant Embannadurioù Al Lanv ha kinniget aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.