El levrig-mañ e komz Herve Gouedard deomp deus ur Breizhad nebeut anavezet : Julien Tanguy. Bet ganet e Pledran e 1825 ha marvet e Pariz e 1894. Un anarkour a gemeras perzh e emsavadeg ar Gumun e 1871. Toullbac’het e voe e Satory hag e Brest. Kavet gantañ labour e Pariz evel braeer livioù e voe mignon bras ha skoazeller ur bern livourien vrudet evel Pissarro, Monet, Renoir, Van Gogh, Toulouse Lautrec...
Embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.