En dastumad danevelloù-mañ e laka war-wel James Joyce (1882-1941) tud Dulenn, ar gêr ma oa ganet. E deroù an XXvet kantved e oa bepred Iwerzhon dindan beli ar Saozon ha dindan gwask ponner an Iliz katolik. Div villigadenn, hervez Joyce, hag a rae eus Iwerzhon ur vro ma veze an holl dindan sezi hag eus Dulenn kêrbenn ar sezi-se.
Hed-ha-hed ar pemzek danevell, bugale, krennarded, ha tud deuet – ar bobl ma sav James Joyce ar poltred anezhi – a ra anaoudegezh gant an disouezhañ, an dinac’h, ar c’hwervoni. An holl santadoù-se a deu splann en danevell ziwezhañ, “Ar Re Varv”, a gloz an dastumad en ur c’hoda barzhel, leun a hiraezh evit an identelezh iwerzhonat.
Troet gant Herve ar Beg ha kinniget gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.