BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Pellgent loc'h Laoual

Barzhaz - Gant Radio Kreiz Breizh

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Marteze ho peus bet lennet romantoù Youenn Drezen. Marteze a-walc'h ec'h anavezit Intron Varia Garmez, Skol Louarn Veig Trebern, An dour en-dro d'an inizi peotramant c'hoazh Sizhun ar breur Arturo... Met kazi sur n'ho peus ket bet digarez da lenn danevelloù diwar zorn skrivagner meur ar Vro-Vigoudenn. Setu un dastumad evidoc'h neuze, a vo kavet enni danevelloù bet embannet pell zo ha strewet e-barzh meur a gelaouenn pe gazetenn : Le Courrier du Finistère, Sav, Gwalarn, Al Liamm. « Pellgent loc'h Laoual », un strobad skridoù hag en o-mesk ivez danevelloù embannet evit ar wech kentañ... kinniget gant Al Liamm ha gant Magali Baron hudu, perzh e Kuzul ar Brezhoneg.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA