BOA logo

Saloñs al levrioù Karaez 2024

War an dachenn - Gant Radio Kreiz Breizh

3713 mn - 26 Here 2024

Er rann-mañ
e komzer :

Un abadenn ispicial eo war-eeun Gouel levrioù e Breizh e Karaez. Ar bloazh mañ eo

bet lakaet war-wel  ar yaouankiz. Setu perak hon eus pedet tud a skriv 

pe a embann evit ar re yaouank : tro-dro d'an daol ez eus Magali Baron eus Kuzul 

ar Brezhoneg. Presentiñ a ra levrioù evel "Brasañ Sotoni ma Buhez" pe "D'An

Emgann Morvan". 

TIfenn Merien, eus ar gevredigezh-embann Timilenn, a displeg deomp perak he

deus choajet krouiñ un ti-embann nevez gouestlet d'ar re yaouank. 

Pedet eo ivez Loeiza an Duigou, tapet ganti Priz Langleiz ar bloazh-mañ.

Mark Kerrain a gomz eus e labour troer, ha dreist-holl deus e zroidigezhoù

levrioù Evelyne Brisou-Pellen, Prezidantez a enor Gouel Levrioù e Breizh ar bloazh-

mañ.

Herve Sebil Kernaudour en deus skrivet ul levr anvet "Dindan Pavezioù

Gwengamp", ur romant leun a gevrin, etre Istor ha suspense.

Teknik : Mael Krenn ha Gweltaz Heno

Animatourien : Tomaz Laken ha Yann Boishardy

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA