Lakaet vo war droad ur bodad-komz gant an MSA d'ar 27 a viz c'hwevrer a-benn kaozeal gant labourerien daour ar vro (Gwengamp, Benac'h, Boulvriag ha Bear) ha sikour anezhe. Muioc'h a zisplegadennoù gant Fulub Kadored.
Yvon Boutier a gomz deomp deus Xavier Beulin presidant an FNSEA aet d'an anaon ar sizhun-mañ.
Lucie Corfec a ginnig deomp an devezh-stummadur 'vo d'ar 25 a viz c'hwevrer aozet gant ar gevredigezh "Kezeg Plijadur" e Ploulec'h.