BOA logo

Ar c'haouenned 2/2

Kokennig ar son - Gant Radio Kreiz Breizh

1805 mn - 11 Kerzu 2024

Er rann-mañ
e komzer :

Salud deoc’h bugale ha degemer mat en abadenn Kokennig ar Son ! Ha gwelet ho ‘p eus kaouenned pe touded abaoe ho p’efe klevet an abadenn ziwezhañ war al loened-se ? Neuze, petra meump desket en abadenn-se, soñj ho ‘p eus ? Penaos e oa ar c’haouenned o kousket ‘pad an deiz neuze, hag e veze o chaseal logod ha morzhigelled ‘pad an noz gras d’ar fed e welont mat tre hag o deus pluñv na reont trouz ebet ! Bern galloudoù a zo gante neuze !

Hiriv e ouiimp hirorc’h war ar re vihan ! Penaos e vezont maget ha penaos e reont evit deskiñ nijal. Hag e fin an abadenn e vo kontet deoc’h istor Nollaig, ar gaouenn c’hoant ganti da lenn ! Abadenn vat deoc’h !

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA