BOA logo

Ospitalioù publik, un distruj programmet 2

Peoc'h ba'l loch ! - Gant Radio Kreiz Breizh

59 mn 54 sec 23 Here 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Bec'h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec'h all. Hag e-keit-se e faot d'ar gouarnamantoù bihanaat c'hoazh an dispignoù war dachenn ar yec'hed.

« Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc'h Splann etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025.

Abaoe pell zo, eme tud Splann, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras.

Emañ ar servijoù urjañsoù en argoll. Abaoe ma oa bet cheñchet ar mod d’arc’hantaouiñ an ospitalioù ec’h a an ospitalioù publik en-dro evel ma ra an embregerezhioù. Ha kevezerezh zo neuze etre an osptalioù publik etreze ha kement-all etre ar re bublik hag ar re brevez. En ur stad fall emañ savadurioù an ospitalioù, emañ ar re-mañ o c’hoari war goll ha tremen skuizh eo labourerien an ospitalioù…

Pennad-kaoz gant :

  • Caroline Trouillet, kazetennerez evit ar media Splann! he deus savet an enklask gant Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva (troet e brezhoneg gant Lena Catalán)

  • Gael Roblin, koñsailher-kêr e Gwengamp en deus savet "ur c’hinnig-lezenn evit ober un taol-arnod reiñ da Rannvro Breizh barregezhioù fiskal a-benn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel hag al lojeiz diyac’h"

    Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Treger Goueloù, e Gwengamp

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA