BOA logo

Jañ Poder, Jañ-Mari Youdeg hag ar re all... gant Marsel Gwilhouz

Peoc'h ba'l loch ! - Gant Radio Kreiz Breizh

59 mn 55 sec 27 Cʼhwevrer 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ur fest-deiz / fest-noz da rentiñ enor da Varsel Gwilhouz a vo e Laruen d’an deiz kentañ a viz Meurzh ! Un digarez kaer d’an dud o deus anavezet an den meur-se, a-dost pe a-bell, da dremen un tamm amzer plijus asambles, o kano hag o tañsal, gant mouezh Marsel ar paotr plaen tu bennaket ba o divskouarn !

En abadenn-mañ e vo klevet ur gaoz etre Marsel Gwilhouz ha Kristian Rivoalen, paotr Dastum e kreiz Breizh, bet enrollet e Krec’h Morvan, Laruen, e fin miz Eost 2019. Aet e oamp hom-daou, Kristian ha me, da c’houlennata unan eus treuzkaserien wellañ hom sevenadur e kreiz ar vro diwar-benn an dud en doa bet klevet o kanañ, ba’n amzer kozh pe goshoc’h. An neudenn a oa en deiz-se war-dro da Jean Poder, bet ganet er bloaz 1903.

Un abadenn enrollet e miz Eost 2019 gant Tomaz Laken-Jakez

Kanaouennoù :

  • Jañ-Mari Youdeg ha Jañ Poder bet enrollet gant Glaodina Mazeas

  • Manu Keryann ha Marsel Gwilhouz e Kan ar Bobl Mêl-Karaez e 1997

  • Yann-Fañch Kemener ha Marsel Gwilhouez e Kan ar Bobl Duod e 1991

Poltred gant Eric Legret

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA