BOA logo

Mark Kerrain, troer hag embanner

Peoc'h ba'l loch ! - Gant Radio Kreiz Breizh

3593 mn - 17 Genver 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Mark Kerrain a anavezit sur-mat ! Troet en deus bet kalz levrioù evit ar vugale. Ha bezañ eo troer brezhonek an div levrenn gentañ ac’h a d’ober komañsamant avañturioù Harry Potter, ar sorser yaouank. Harry Potter ha Maen ar Furien oa bet embannet gant An Amzer embanner e 2012. Mark Kerrain zo anezhañ ivez un troer eus yezhoù minorelaet all tost demp. An euskareg diwar ar skrivagnerez Mariasun Landa. Pe c’hoazh galizeg evit pezh a sell Fina Casalderrey pe c’hoazh Agustín Fernández Paz. Troet en deus a-hend-all « Teod ar balafenned », levr brudet ar galizad Manuel Rivas.

Un abadenn enrollet e miz Eost 2021 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :

- Tanxugeiras, Perfidia

- Acid Arab, Atlas




Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA