BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Imramoù war son ha war gan 09

Imramoù war son ha war gan - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E-kerzh an imram-mañ, ur veaj en amzer asambles gant an telennour Paul Dooley a ro buhez en-dro d' arz an delenn kozh ; selaouet e vo tonioù bet dastumet gant Edward Bunting e dibenn an 18vet kantved. Gant an hengoun war gan e vimp kaset war roudoù Éamonn Ó Riain, « Éamonn an Chnoic », an Iwerzhonad kadarn eus ar 16-17vet kantved, bev- mat e vojenn c'hoazh  un arouez anezhañ eus tonkadur kriz Iwerzhoniz bet gwallgaset gant feulster an istor. Tommy Peoples a glevimp ivez, gant e sonerezh fiddle boemus ; hag ur c'houblad sonerien yaouank eus Kontelezh Clare, Hugh Healy (koñsertina) ha Michael O'Donnell (uilleann-pipes). Un imram plijus deoc'h !
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA