BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Imramoù war son ha war gan 04

Imramoù war son ha war gan - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E kerzh hon imram war son ha war gan fenoz e vimp kaset da rannvro Uladh (Ulster), ha biz Bro Iwerzhon, gant ar strollad Lá Lugh; ha pelloc'h c'hoazh, betek aodoù Bro Skos da heul froud an eskemmoù fonnus a zo bet a viskoazh etre an div bobl gouezelek o sevenadur. Un dibab tonioù eus pladenn diwezhañ Seán Potts, Number 6, a vo klevet ivez : c'hwek ha seder ar sonerezh a zispak dindan bizied bervidik paotr an tin whistle eus Kêr Dulenn... tapet e 80 vloaz gantañ, 80 nevez amzer a fell din lavaret !... Ra gavfet ho plijadur en Imram mañ, war son ha war gan !
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA