BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

" Ar pezh a gonte a oa kaout daouzek mouezhiadenn " : keñveriañ aleksandriñ ha barzhoniezh dieub

A-ramp War'r Gomz - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Er gronikenn varzhoniezh « A-Ramp War Gomz » hiriv, emañ Tunvezh asambles gant Gwendal Denez en dro. Ar barzh, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2, a zielfenn evitomp al luskadoù barzhoniezh vrezhonek disheñvel a zo bet dre an istor. Ar sizhun dremenet e lâre deomp penaos e voe bet tri maread : hini an henamzer hag ar grenn-amzer da gentañ, gant ar c'hlotennoù diabarzh. Da c'houde zo bet maread ar romantelezh, pa ra ar vretoned evel ar fransizen gant barzhonegoù e daouzek mouezhiadenn ha klotennoù dibenn. Ha kroget eo an trede maread e fin an XIXvet kantved, gant ar barzh Yann-Bêr Kalloc'h.

 

Ar barzhoneg « Me zo ganet e kreiz ar mor » gant Yann-Bêr gKalloc'h a voe bet lakaet e sonerezh gant ar sonaozer Jeff Penvenn e hanter an XXvet kantved. Evel ma lâr Gwendal Denez eo bet kanet lies gwezh betek bloaz paseet gant ar strollad Fleuves. Kanet e voe amañ gant Yann-Fañch Kemener, war e bladenn « An dorn » gant ar soner Aldo Ripoche.

 

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA