BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Oberennoù Reun ar C'halan

A-ramp War'r Gomz - Gant Radio Kerne

13 avr.

Er rann-mañ
e komzer :

Er gronikenn varzhoniezh « A-Ramp War Gomz » hiriv, e kendalc'homp gant ar gaoz war ar barzh Reun ar C'halan. Evit komz diwar e benn omp bet o welet Gwendal Denez, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2. Ar sizhun dremenet e lâre Gwendal Denez deomp penaos e voe bet Reun ar C'halan da zivroañ d'ar Stadoù-Unanet, ha ne oa ket distroet biskoaz da chom da Vreizh. Ar sizhun-mañ e kont deomp diwar oberenn ar barzh.

 

« Ar gouskerien gollet » a zo lennet amañ gant Youenn Gwlagen. Unan deus barzhonegoù an dastumad « Klemmgan Breizh » eo, skrivet gant Reun ar C'halan, hag embannet e 1985 gant Al Liamm.

 

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA