BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Buhez Pêr-Jakez Helias

A-ramp War'r Gomz - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

« A-Ramp War Gomz » a zo ur gornikenn nevez da glevet barzhonegoù ar varzhed ha barzhezed an amzer a vremañ pe an amzer dremenet. Hag evit krogiñ ganti e vo klevet « Brezhoneg eo ma bro » un destenn bet skrivet gant unan deus skrivagnerien vrudetañ Breizh, Pêr-Jakez Helias. Gwendal Denez, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2, a gomz deomp da gentañ deus e vuhez.

 

« Brezhoneg eo ma bro » a zo lodenn gentañ un heuliad barzhonegoù anavezet « Brezhoneger Ma 'z On », skrivet gant Pêr Jakez Helias. Kanet oa bet « Brezhoneg eo ma bro » gant Gilles Servat er bloavezhioù 1990. Lennet eo deomp amañ gant Youenn Wlagen. Embannet oa bet evit ar wezh kentañ gant Pêr-Jakez Helias en e zastumad barzhonegoù « Ar Mên Du », deuet maez er bloavezh 1974, gant Emgleo Breizh.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA