BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

E parrez Langoned

Rodeier - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Hiziv emaomp e Langoned, asambles gant Denis Bozeg. Langoned zo e departamant ar Morbihan, met n'emañ ket e Bro-Gwened ! E Bro-Gerne emañ atô, eus an tu-mañ d'ar stêr Ele hag a ra an disparti etre Langoned ha Ploure, hag etre Bro-Gerne ha Bro-Gwened. Asambles gant Denis neuze 'vo graet tro parrez Langoned da gentañ, ha goude-se 'vo graet div droiad all, unan e Breizh-Uhel, evit deskiñ ar mod da gaozeal gallaoueg, hag eben en Almagn, e-lec'h oa bet kaset Denis d'ober e goñje.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA