BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Adkroget ganti #9

Bac'het en ti - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loar Gann, en deus roet e sav-poent war embregerezh Elon Musk, SpaceX. Pa grog ar prevez da gemer plas ar stadoù evit beajiñ en egor... Ur sujed gant Tunvezh Vloaguen-Granjean. E miz meurzh e teue e-maez 'Koktail ar vuhez', un dastumad danevelloù gant Gilles Pennec. Bremañ pa c'heller fiñval muioc'h a stal da stal, kit da gaout ho kwerzher levrioù muiañ-karet d'an daoulamm! Jean-Paul Kerdranvat zo bet miliner evel e dad hag e dad-kozh. Un tañva eus an 'Divskouarn o Nijal' a vo kinniget gant Benjamin Bouard disul ha dimeurzh da 12e00 ha da 18e00. Un abadenn a c'heller kaout e podkast dija. Penaos e c'hoarier gant ar ger 'biz' e brezhoneg? Selaouit Liza Jakez-Vargas. Ha pladañ-dibladañ 'vo graet gant an albatrosed : gante e c'heller diskoachañ ar besketourien e-maez lezenn.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA