BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Maen Brest

Faltazi radio - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E diskarr-amzer 2016 e oa bet aterset ganeomp merc'hed ha gwazed eus Brest, erruet eno goude bezañ bet rediet da dec'hel kuit eus o bro dezho. O zestenioù a zo an diell a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Un abadenn faltazi neuze eo ivez Maen Brest, rak skrivet eo bet tro-dro d'un dudenn ijinet, hag a ra ul liamm etre ar vuhez pemdeziek e Breizh hag an testenioù kreñv bet fizhiet deomp. Un dudenn a c'hellfe bezañ gwelet evel un test eus ur rummad, hag a zo o klask he hent er bed post-sarkozyste-mañ, e kreiz ur c'hornwezh eus ar mediaoù hag arbennoù denel... Gwiadiñ ar yezhoù, kejañ ha degemer an dud a vefe marteze un doare da grouiñ ha desevel ar pep pouezusañ er vuhez : ar garantez hag ar vignoniezh ? Renerezh arzel : Stéphanie Coquillon Skrivañ : Armel Veilhan ha Stéphanie Coquillon Treiñ hag azasaat : Aziliz Bourgès C'hoari : Marion Gwenn Krouiñ ar son : Marie Guérin Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier Penn sonerezh : Karantez eus Damas, Suhaib Julian. Trugarekaat : Trugarez c'hoazh hag adarre, d'an dud o deus fiziet ac'hanomp gant o zestenioù. Trugarez vras da La Quincaille, Ti Kêr Lokmikaelig, Liberté-Syrie 29, la Ligue des Droits de l'Homme Brest, Le Maquis, Cie Derezo, El Maout - Guimol Dru Band, Tristan an Nedeleg, Youn Kamm, Ewen Briant, Jil Pennec, Marie-Laure Breton, Achille Berthou.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA