BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Ar maezioù

Faltazi radio - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Ar maezioù Falatzi evit ar radio. Diwar The Country, gant Martin Crimp Ar skipailh Rennerezh arzel : Thomas Cloarec, Aktourien : Loeiza Beauvir , Marion Gwen, Tony Foricheur, Troidigezh-Dramaturgiezh : Mich Beyer, Sonnerezh : Jérôme Kerihuel, Son ha trouzioù : Javier Marin Leyton, Merourien son : Gwenole Peaudecerf (TEATR PIBA) Jean-Marie Ollivier (DIZALE) ; Gaël Hélary (RADIO KERNE), Produiñ : DIZALE-RADIO KERNE, Grafegezh : Camille Argouac'h, Gant sikour: Rannvro Breizh/FALB - An Artemuz e Brieg. Un abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio, a vo enrollet dirak ur publik ha skignet war eeun war gwagennoù radio Breizh, sed aze raktres nevez ha dreistordinal Teatr Piba, a gevred gant Radio Kerne ha Dizale, evit an distro-skol! Kinniget e vo an enrolladenn bublik e sal an Artemuz e Brieg ha skignet e vo war eeun war Radio Kerne, RBG, RKB hag Arvorig Fm, d'ar merc'her 16 a viz Gwengolo, adalek 8e rik. Padelezh 1e30. Ar Maezioù diwar The Country gant Martin Crimp Troidigezh/dramaturgiezh : Mich Beyer Produet gant DIZALE : RADIO KERNE : TEATR PIBA Piv eo ar plac'h vadaouet dastumet da noz gant Richard war bord an douflez ? Perak e ro bod dezhi er gêr ? Corinne, Richard, Rebecca...Piv a lâr gaou, piv a lâr gwir ? Gant Ar Maezioù e ra dimp Martin Crimp avañturiñ dre hentoù kevrinus hag arvarus ar c'hoantoù hag an anken. A-benn chom tost diouzh bed an « avestoù bev » eo bet dibabet gant Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale labourat war un oberenn c'hoariva a-vremañ : THE COUNTRY : AR MAEZIOÙ, gant ar skrivagner saoz Martin Crimp. Krouet e vo ar pezh-c'hoari skingomz diwar un destenn skrivet en un doare resis ha kizellet munut, ha diwar he droidigezh e Brezhoneg. Ar pep brasañ eus al labour a vo graet e-pad ar prantad pleustriñ, evel er c'hoariva, gant ar pal « lec'hiañ » anezhañ evit ar skingomz. Ar prantad « enrollañ-skignañ » a vo graet dirak arvestourien, evit chom gant ur spered « arvest bev ». Termenet e vo an dachenn c'hoariva dre ar son da gentañ neuze, ha pal an tri aktour, ar soner hag an trouzer, asambles gant al leurenner, a vo reiñ buhez da bed Martin Crimp.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA