BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Re Bell Ganti Gwener 26 a viz meurzh

Re bell ganti - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

-Mich Beyer a c'hellfe kaout ar Priz Frañs 3/ OPAB evit he romant faltazi 'Anna Skolan'. Ur frapad komz diwar-benn ar Prizioù, diwar-benn an daou loread all, Kristian Bras hag Erwan Huppel, ha diwar-benn al lennegezh e brezhoneg ivez, anat. -Peseurt plas zo d'ar brezhoneg e spered hag e buhez liseidi Diwan, disoc'hoù un enklask gant Katell Chantreau ha Gildas Grimault. Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe. -Camille Argouarc'h, maouez yaouank o stourm war meur a dachenn a vo en abadenn 'An divskouarn o nijal' disul. Un tañva eus ar pezh he deus kontet da Kevin Chappe, bet stajiad gant Radio Kerne. -Gantañ ez eus bet graet ur gronikenn, asambles gant ur stajiadez all, Tifenn Galinier, diwar-benn an 'Urban Sketchers', tresourien natur. -Keleier gant Yuna Cojean.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA