BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

2vn evit kompren perak omp drammet gant hor pellgomzerioù hezoug

2 vunutenn evit kompren - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Gouzout a ouzit pegen a-bouez eo deuet da vezañ hor pellgomzerioù ezhoug en hor buhez. A-drugarez dezho e kavomp hon hent, e talc'homp soñj deus deiz ha bloaz hor mammoù kaer hag e chomomp kelaouet ! 2 viliard hanter, setu an niver a dud er bed a-bezh o deus ur smartphone, ur pellgomzer speredek. Hag en o zouez pet a zo drammet, adiktet gant o mekanik bihan ? Kalzig sur mat ha n'eo ket ur souezh. Savet eo ar smartphonoù EVIT desachañ hon evezh ar muiañ posubl hag e ya mat-tre en-dro. 1 eurvezh 42 a gasomp war hor pellgomzerioù dre geitad e Frans. Ouzhpenn 2 eurvezh ha kard evit ar re dindan 35 bloaz !
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA