An destenn Ar goulenn gant Jakez Riou lennet deomp gant Erell, Morvan, Tangi, Meltan, Malo, Gorwenal, Nolwenn Eloise ha Tifenn eus trede melen skolaj Diwan Kemper. Ul labour preparet gant o c'helnner bzg, Padrig An habask.
Jakez RIou
(Jacques Yves Marie). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e-barzh kumun Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa hag eñ yaouank c'hoazh d'ar 14vet a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned).
Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Bro-Spagn (e Hondarribia, Bro-Euskadi). Gantañ e oa daou grennard all, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek brudet eo bet deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude da skolaj Miranda de Ebro ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 (7 vloaz e oa chomet pell diouzh e vro).
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent e Bro-Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).
Embann a reas istorioù ha kontadennoù e-barzh ar gazetenn Gwalarn (renet gant Roparz Hemon), hag e 1928 e skrivas e bennoberenn "Geotenn ar Werc'hez", a voe embannet el levr anvet "Geotenn ar Werc'hez ha kontadennoù all" e 1934.