BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 3

Selaou Selloù - Gant Radio Kerne

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Teñvalijenn: rann 3 Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e Douarnenez). Desket he deus brezhoneg digant he mamm, hag he zad, eñ, a ouie galleg hag alamaneg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus, anvet Klet, bremañ arzour c'hoariva ha sinema ha soner taboulinoù ouzhpenn. Kemeret he deus perzh er gelaouenn «Bremañ». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn Bro-Euskadi. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «Combat Breton». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Bet eo bet ivez n'eus ket keit-se 'zo o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper. Troourez ha difazierez eo bremañ.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA