BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

ABT 2020 11 16 Ar football gouezelek sport politik

Ar bed o treiñ - Gant Radio Kerne

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E karteroù unanour Belfast ez eus bet krouet nevez zo ur c'hlub sport divoutin: gantañ 'vo kinniget ar sportoù a denn da sevenadur Iwerzhon. Lâret evel-se ne gomprener ket re vat penaos e reer ur c'heloù eus kement-mañ: Ha sportoù an Iwerzhoned a vo pleustret e Belfast? Ha neuze? E-pelec'h emañ an dalc'h? Un taol dispac'h, ur sapre chenchamant eo: ar sportoù iwerzhonat ne gavent mui o flas en ur gêr brizhilhonet etre he c'harteroù katolik ha protestant, unanour pe republikan. Ar football doare Iwerzhon, ar football 'gouezelek', ur meskaj etre ar rubgy c'hoariet a 15 hag ar football boutin, setu ur sport ha ne veze ket graet anv anezhan ken e karteroù reter Belfast abaoe pell zo. Ne oa ket bet aozet ur c'hrogad pe ur c'hourdonadeg eus ar sport-mañ e Norzh Iwerzhon abaoe ouzhpenn 50 vloaz. Ar skipailh diwezhañ, hini Sant Colmcille 'oa bet divodet pa oa komañset prantad an Trubuilhoù e 1968 Pevar c'hant vloaz zo bremañ ma ne c'hoarier ket hurling eno kennebeut all.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA