Gwell eo d'ar gwenan bevañ war doenn savadurioù ar c'herioù bras pe war an inizi, ha n'eo ket er parkeier pe er pradeier, evit chom bev. Evit paouez da vervel a vilionoù.
Gwell eo gwareziñ ar gwenan yac'h ivez. O zerc'hel pell ouzh ar pestisidoù, ouzh ar saotrañ, ouzh ar c'hleñvedoù.
Kleñvedoù douget gant ar bras dioute war an douar bras.
N'eus ket gwir ken da gas kludadoù gwenan eus an douar bras da Eussa.
Ha war Molenez e vo reolennet strizh o degemer. Ar gemenn difenn-se a zo deuet eus Prefeti Penn-ar-Bed.